Savetiñ Amzer nevez !
Ur galv a zo bet lañset get ar sonerion Nicolas Syz, Youenn Chapalain hag Elouan Le Sauze evit savetiñ Amzer Nevez. Ar greizenn sevenadurel-se a oa bet digoret e 1981 e Plañvour, e-tal an Oriant diàr luskad stourm sevenadurel ar blezadoù 70 get tud 'giz Paolig Montjarret. Embannet he deus div sizhun ‘zo ar gevredigezh a vere al lec’h e oa en arvar.
170 arzour o deus sinet ar galv lañset get an tri muzisian hag emañ bremañ enlienn 'giz sinadeg.
Youenn Chapalain, Elodie Jaffré, ha Morwenn Le Normand a oa bodet dirak Amzer nevez dec’h get un nebeud stourmerion arall a-benn brudañ ar galv. Aterset e oant bet get Aodren Trehin.
Ma faota deoc’h lakaat hoc'h anv er sinadeg, kit àr lec’hienn internet Change.org. Sinet eo bet dija get ouzhpenn 1700 den.
Mod arall, un emvod a vo ivez d’ar 1añ a viz Ebrel da 8 eur noz en davarn l’Embarcadère e-tal ti-gar an Oriant evit kregiñ barzh.